An diaz liammoù Krennlavar Ar Sizhun 2023
Krennlavarioù brezhoneg embannet er Kannadig Plougonvelen gant ar gevredigezh Marc’h Mor 🐴🌊















Ar gozhni ?
Yac’h mad e vuezh e pad eo bet Saïg (tad Fenchig) pevar bloaz ha pevar-ugent anezhan.
Met hirio eo aet da welet ar medisin. Ar wec’h kentan eo dezhan kaout poan en tu bennak. E c’har gleiz zo erruet fall, kamm jilgammat a ra paour kaezh den kozh. Ken eo un druez d’e welet. Sklaer hag anat eo evit ar medisin peseurt klenved zo gantan :
La vieillesse ?
François, le père de Fenchig, 84 ans, a bénéficié sa vie durant d’une excellente santé. Mais, aujourd’hui, il est allé consulter le médecin. C’est la première fois à lui d’avoir mal quelque part. Sa jambe est arrivée mauvaise, le pauvre homme boite, à tel point qu’il fait pitié à voir. Le diagnostic est clair et net pour le médecin :
Yac’h mad e vuezh e pad eo bet Saïg (tad Fenchig) pevar bloaz ha pevar-ugent anezhan.
Met hirio eo aet da welet ar medisin. Ar wec’h kentan eo dezhan kaout poan en tu bennak. E c’har gleiz zo erruet fall, kamm jilgammat a ra paour kaezh den kozh. Ken eo un druez d’e welet. Sklaer hag anat eo evit ar medisin peseurt klenved zo gantan :
- « Saïg, alato ! N’eo ket drol, d’an oad ma’z oc’h breman. Ar gozhni eo, ha netra ken. Ha, pep hini a oar, ar gozhni zo ur c’hlenved diaes da barean ».
- « Ar gozhni ! Ar gozhni ! Aotroù Medisin, n’oc’h ket mat gant ho penn, fazian a reoc’h, sur eo ha n’eo ket martezhe ! Poent eo deoc’h mont d’ar skol en-dro da zeskin o micher. Sellit ouzh va c’har dehoù : honnezh zo dres memes oad hag an hini all ha n’em eus tamm chat ebet ganti ! »
La vieillesse ?
François, le père de Fenchig, 84 ans, a bénéficié sa vie durant d’une excellente santé. Mais, aujourd’hui, il est allé consulter le médecin. C’est la première fois à lui d’avoir mal quelque part. Sa jambe est arrivée mauvaise, le pauvre homme boite, à tel point qu’il fait pitié à voir. Le diagnostic est clair et net pour le médecin :
- « François, tout de même, ce n’est pas étonnant à votre âge ! C’est la vieillesse que c’est et rien d’autre. Et tout le monde le sait, la vieillesse est une maladie difficile à guérir ».
- « La vieillesse ! La vieillesse ! Docteur, vous n’êtes pas bien avec votre tête, vous vous trompez, sûr c’est et c’est pas peut être. Il est temps que vous retourniez à l’école apprendre votre métier. Regardez ma jambe droite, eh bien, elle a exactement le même âge que l’autre et je n’ai aucun problème avec elle ! »









25/01/2023
Urzhiataer sant PerHervé Lossec
Loïg, plomer eus e vicher, a zo bet sammet e-kreiz e vrud gant an Ankoù.
Met, dre n’en deus ket kollet e deod lemm, eo staget da lavaret e begement da sant Per e toull-dor ar bradoz :
- « N’oc’h ket mat gant ho penn ? Perak on bet galvet ken abred ganeoc’h ?
Sellit ouzh ho levr bras hag e weloc’h emaon c’hoazh en tu-mañ da zaou-ugent vloaz.- Va zen mat, poent eo deoc’h gouzout emañ ar baradoz ivez war ar rouedad internet abaoe pell ‘zo ? Echu da vat gant al levr bras dorn-skrivet.
- Fall-put-brein eo hoc’h urzhiataer neuze !
- Gortozit, sellit ouzh ar skramm amañ hag e welloc’h petra zo skrivet diwar ho penn.
N’ho peus nemet daou vugel neketa, Loig ?- Nann !
- Setu, betek-henn, eo mat, neuze. Ha plomer e ao ho micher, va Loïg kaezh ?
- Ya , war va c’hont hag o labourat va-unan ouzhpenn-se.
- Setu, neuze, dreist-holl ar gont an eurvezhioù labour, ho peus kontet d’ho klianted oc’h aet un tu all da gant vloaz ! »
25/01/2023
L’ordinateur de saint PierreHervé Lossec
Loïg, plombier de son état, vient de mourir à la fleur de l’âge.
Comme il a gardé son franc-parler, il se met à engueuler saint Pierre à la porte du paradis :
- « Mais ça va pas la tête ? Pourquoi m’avoir convoqué si tôt ?
Consultez donc votre grand livre et vous constaterez que je n’ai pas encore atteint l’âge de 40 ans.- Mon bon monsieur, il est temps que vous sachiez qu’au paradis nous sommes connectés à internet depuis longtemps. L’époque du grand cahier d’écriture est révolue.
- Alors, c’est votre ordinateur qui est complètement pourri !
- Attendez, regardez ici à l’écran les données vous concernant.
Vous n’avez que deux enfants, n’est-ce pas Loïg ?- Non !
- Eh bien ! jusqu’-là c’est bon, alors. Vous étiez bien plombier, mon brave Loïg.
- Oui, à mon propre compte et travaillant seul, de plus.
- Eh bien ! Selon votre bilan et surtout d’après le total des heures de main-d’oeuvre facturées à vos clients, vous êtes déjà plus que centenaire ! »














